ログイン  | 新規登録
歌詞投稿コミュニティ「プチリリ」

TOP > 歌詞 > Rouantelezh Vreizh (The Breton Kingdom)
Rouantelezh Vreizh (The Breton Kingdom)

アーティスト:Alan Stivell  アルバム:Before Landing 

  • お気に入り登録




Met ar Franked oa krenvoc'h, aloubiñ hor bro 'benn ar fin 'Ziwar c'horr' 'reas kentoc'h Karl Der Grosse warlec'h Pepin 'Oa roue-veur ar Germaned, skoazellet ga' 'n Ilis roman Warlec'h marw Carlus Magnus, kement trubuilh a oa mem'stra E vab, a oa Loeiz, a galwas Nevenoe, prins breizhad 'Wid boud gouarner ar Vretoned dindan urzh ar Germaned Ar paotr-se 'oa speredeg, asantiñ'reas o soñjal 'Wefe 'n tu d'unaniñ Breizh ha da renko 'n traoù barzh 'vro-man Ur mennozh en oa 'barzh e benn, 'drec'has ket Ludwig an Devod Met pa varwas ar roue german, Nevenoe 'oa distaget Breizh 'oa unanet hag aozet mat hag e youc'has : "Breizh dishual !" Mab Ludwig, Karl Der Kahle, a zeuas gant un arme vras Gouneit eo bet ar bresel ga'r Vretoned'barzh ker Ballon E bloaz eizh kant pemp ha daou-ugent 'r maout'aet da Nevenoe Ha' rhoet lans da Rouantelezh Vreizh gant e vab Erispoe Kontinuiñ'reas 'r Vikinged da drubuilhiñ an dud 'barzh Breizh Met peoc'h 'walc'h 'oa d'ar mare-se 'wid aozañ 'vuhez sokial reizh Peoc'h a-walc'h 'oa 'wid sewel ur C'Hultur uhel 'wid 'n amser-sen Rouantelezh Vreizh 'oa 'n tamm c'hoazh ur gevredigezh geltiek Yezh ar Bobl ha yezh ar Stad a oa Brezhoneg 'Sevenadur-se oa staget c'hoazh doh 'pobloù keltieg all 'Levezon don 'neus bet Keltia war hanter kentañ 'Grennamser Adousset un tamm 'n eus gwraet 'gizioù kaled ar Germaned Barzh 'n Europa tost peplec'h a oa he 'r mestred. But the Franks were stronger still : Karl der Grosse, Emperor of Germany,


投稿者: PetitLyrics
プチリリ再生回数:0





日本語English

利用規約プライバシーポリシー許諾情報運営会社お問い合わせヘルプ
© 2024 SyncPower Corporation


Page
Top