ログイン  | 新規登録
歌詞投稿コミュニティ「プチリリ」

TOP > 歌詞 > Rouantelezh Vreizh
Rouantelezh Vreizh

アーティスト:Alan Stivell  アルバム:Raok Dilestra - Avant D'Accoster 

  • お気に入り登録




Met ar Franked oa krenvoc'h, aloubiñ hor bro 'benn ar fin 'Ziwar c'horr' 'reas kentoc'h Karl Der Grosse warlec'h Pepin 'Oa roue-veur ar Germaned, skoazellet ga' 'n Ilis roman Warlec'h marw Carlus Magnus, kement trubuilh a oa mem'stra E vab, a oa Loeiz, a galwas Nevenoe, prins breizhad 'Wid boud gouarner ar Vretoned dindan urzh ar Germaned Ar paotr-se 'oa speredeg, asantiñ'reas o soñjal 'Wefe 'n tu d'unaniñ Breizh ha da renko 'n traoù barzh 'vro-man Ur mennozh en oa 'barzh e benn, 'drec'has ket Ludwig an Devod Met pa varwas ar roue german, Nevenoe 'oa distaget Breizh 'oa unanet hag aozet mat hag e youc'has: "Breizh dishual!" Mab Ludwig, Karl Der Kahle, a zeuas gant un arme vras Gouneit eo bet ar bresel ga'r Vretoned'barzh ker Ballon


投稿者: PetitLyrics
プチリリ再生回数:0





日本語English

利用規約プライバシーポリシー許諾情報運営会社お問い合わせヘルプ
© 2024 SyncPower Corporation


Page
Top