ログイン  | 新規登録
歌詞投稿コミュニティ「プチリリ」

TOP > 歌詞 > E Parrez Langonned
E Parrez Langonned

アーティスト:Alan Stivell  アルバム:E Langonned 

  • お気に入り登録




Kenavo ma zad, ma mamm Kenavo mignoned Kenavo deoc'h tud yaouank Eus parrez Langonned Ne oa ket roet din ar choaz Dav oa din partiel Kaset oan war ar mor bras Kuitaet ma Breizh-Izel Me oa-me gwall glac'haret 'Vont d'ober ma servij Lesket 'moa e Langonned Fleurenn ma yaouankiz Lesket 'moa e ti he mamm Ma mestrezig karet Kaset oan d'an Oriant Ha du-se oan gwisket Berv e oa ma daoulagad An ael oa uhel Barzh an neñv e oa stered Daole din sklerijenn Ma vijen bet e skolioù 'M bije skrivet ul lizher 'Vit kontañ ma holl boanioù Ha ma brasañ mizer Fin oa bet ar beajoù Erru oan me amzer Digoue'et oan en-dro er vro Echu oa ma c'hoñje


投稿者: PetitLyrics
プチリリ再生回数:0





日本語English

利用規約プライバシーポリシー許諾情報運営会社お問い合わせヘルプ
© 2024 SyncPower Corporation


Page
Top