ログイン  | 新規登録
歌詞投稿コミュニティ「プチリリ」

TOP > 歌詞 > Diougan Gwenc'hlan
Diougan Gwenc'hlan

アーティスト:Alan Stivell 

  • お気に入り登録




Pa guzh an heol, pa goeñv ar mor Me 'oar kanañ war dreuz ma dor Pa oan yaouank me a gane Pa 'z on deut kozh, me 'gan ivez. Me 'gan en noz, me 'gan en deiz Ha me keuziet bras koulskoude. Mard eo ganin stouet ma beg, Mar 'm eus keuz n'eo ket hep abeg Evit aon me n'em eus ket, 'M eus ket aon da vout lazhet; Evit aon me n'em eus ket, Amzer a-walc'h ez on-me bet Pan n' vin ket klasket 'vin kavet; Met pa'z on klasket ned on ket Ne vern petra a c'hoarvezo Pezh a zo dleet a vezo Ret eo d'an holl mervel teir gwezh Kent evit arsav en diwezh Me 'wel an hoc'h 'tont eus ar c'hoad, Hag eñ gwall-gamm, gwallet e droad, E veg digor ha leun a wad Hag e reun louedet gant an oad Hag o soroc'hal war e dro Gant an naon e voc'higoù Me 'wel ar morvac'h 'c'h enep-tont Ken e kren an aod gant ar spont; Hag eñ ken gwenn hag an erc'h kann 'Zo en e benn kerniel arc'hant An dour dindanañ o virviñ Gant an tan-taran eus e fri Morgezeg en-dro dezhañ ken stank Hag ar geot war lez ar stank - Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! Morvarc'h! Darc'h war e benn! Darc'h mat 'ta! Darc'h! Ken e riskl er gwad an treid nozh ! Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! Gwazh ouzh gwazh!


投稿者: PetitLyrics
プチリリ再生回数:0





日本語English

利用規約プライバシーポリシー許諾情報運営会社お問い合わせヘルプ
© 2024 SyncPower Corporation


Page
Top